Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

Marc'harit Charlez, mamm-gozh ar familh

Setu amañ ur pennad eus ar werz anvet "Marc'harid Charlez" :

 

"Evidon da vezañ muntrerez

Eus ma c'horf n'on ket pec'herez
Mard an ganeoc'h dindan ar c'hoad
Me a ranko kaout ur gopr mat


Evañ ur pint bemdez a wad,
hag a wad den, gouvezit mat,
Ur c'hwitell arc'hant alaouret
'Vit c'hwitellat ma mignoned![19]

"Wit-on da vea muntreres

Euz ma c'horf n'on ket pec'heres
Mar an ganec'h indann ar c'hoad
Me a renko kaout ur gobr mad


Eva ur pintr bemdez a wad,
hag a wad den, gouveet mad,
Ur c'huitel arc'hant alaouret
'Wit c'huitellad ma mignoned!

"Ma c'h eo honhont ar Charlezenn

A c'hwitelle war-bouez he fenn
Ha ned eo ket ur seblant vat
Klevet 'r Charlezenn 'c'hwitellat


Ar Charlezenn ne ouie ket
'Oa he zad he devoa lac'het
Ken a oa gwelet e voned,
War benn unan a'r forbaned...[20]"...

Ma é honnont ar Charlezenn

A c'huitelle war bouez he fenn ;
Ha na é ket ur zeblant vad
Klewet 'r Charlezenn c'huitellat


Ar Charlezenn na wie ket
'Oa he zad a defoa lac'het
Ken a oa gwelet he voned,
War benn unan ar forbaned...

Diskouez a reont ar vrud fall a oa gant honnezh. Gwelet a reer ivez anezhi o c'hwitellat evit gervel he c'henseurted.

Les commentaires sont fermés.